Enez Devon

Pelec'h emañ enez Devon

Enez Devon (Inuktitut: ᑕᓪᓗᕈᑎᑦ, Tallurutit) zo un enezenn eus Kanada, e tiriad Nunavut. Un enezenn didud eo, an hini vrasañ er bed.

Emañ etre enez Ellesmere en hanternoz hag enez Baffin er c'hreisteiz ; er reter dezhi emañ bae Baffin. C'hwec'hvet enezenn vrasañ Kanada eo, hag ar 27vet enezenn vrasañ er bed, gant ur gorread 55 247 km².

Ar Saoz Robert Bylot e voe an ergerzher europat kentañ o teurel e droad war an enezenn e 1616.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search